1añ emgavioù-rannvro ar brezhoneg e Roazhon.
Er vodadeg rannvroel e oa bodet 150 a dud, izili kevredigezhoù pe frammoù a ra get ar brezhoneg àr ar pemdez. Labouret oa bet dre strolladoù da vitin ha tolpet an holl d'enderv d'ober kinnigoù. Pe vehe da geñver ar mediaoù, ar vuhez foran, an ekonomiezh, pe an deskadurezh hag ar stummadur micherel. An oll ginnigoù-mañ a yay da vagiñ politikerezh yezh ar rannvro hag a vo votet ar blez-mañ-za. Ur c'hinnig a zo degouezhet e pep a strollad, kani sevel un enklask sokio-yezhoniezh da c'houiet piv eo ar vrezhonegerion hiziv an deiz ha petra eo o doberioù. Lena Louarn, bez-prezidantez ar rannvro e-karg a yezhoù Breizh a lar deomp pelloc'h.