àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un nozwezh kan Breizh-Martinik get skolajidi Diwan Gwened.

Un nozwezh kan Breizh-Martinik get skolajidi Diwan Gwened.

'benn dilun en em gavo hanterkant skolajiad a skolaj Santez Mari Fort de France e Gwened. E-pad daou zevezh e vint degemeret e skolaj Diwan Gwened, an digarez dezhe ha da skolajidi Diwan da eskemm a-ziàr o buhez, o yezh hag o sevenadur. Evit tremen ur prantad bourrapl e vo savet ur sonadeg e palez an Arzoù e Gwened ma vo ar Vartinikiz get o laz-kanañ hag ar Vretoned àr ar leurenn. Yann-Charlez Caudal, ha David ar Gall, kelennerion ha Yanna, skolajiadez a gonta deomp pelloc'h. Emgav neuze d'ar Lun da 8e da noz e palez an arzoù e Gwened.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio