àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Galv Plouared : pemp den en archerdi.

Galv Plouared : pemp den en archerdi.

Ouzhpenn manifestadegoù zo bet, 'enep da adkempenn al lezenn war al labour. Gant darn deus an dud a stourme zo bet klasket doareoù all d'en em reiñ da glevet. E bro Dreger 'oa bet savet galv Plouared d'an 19 a viz Mae, goude ma oa bet stanket an hent-houarn, gant tud diwar-dro, stourmerien breizhistañs pe Nuit Debout Lannuon evit an darn vrasañ anê. Ar soñj 'oa 'n em aozañ war ar maez, sevel darempredoù er vro, hep rankout mont d'ar c'hêrioù bras, ha bodañ an holl stourmoù, kuit da chom pep hini deus e du. Da delc'hen ganti 'oa bet stanket an hent houarn meur a wezh da-heul. Abaoe 'deus an SNCF savet klemm. E Bro Dreger zo bet galvet 5 den en archerdi da displegañ o doare, 'raok mont pelloc'h gant an doser. Gael Roblin en o zouesk, a oa pedet dec'h en archerdi Plistin, evit bezañ kemeret perzh en ur vanifestadeg e ti-gar Plouared, ma oa bet stanket daou dren. Lâret 'ra deomp penaos 'oa troet an emgav. gant Tugdual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio