àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Skolajidi 2yezheg an Hirwazh 'ba Brest 'neunt manifestet 'vit kaout ur c'helenner istor... brezhoneger!

Skolajidi 2yezheg an Hirwazh 'ba Brest 'neunt manifestet 'vit kaout ur c'helenner istor... brezhoneger!

Abaoe penn kentañ ar bloavezh skol e c'hortoz skolajidi an hentennoù brezhone-galleg 'zo 'ba skolaj Anna Vreizh 'ba Roazhon, an Hirwazh 'ba Brest pe Kerallan 'ba Plouzane kaout ur c'helenner war an istor-douaroniezh. hag a oar brezhoneg! Kinniget eo ar c'hentelioù e galleg 'blam 'ma 'zo un diouer a gelennerien e brezhoneg. Daou gelenner hag a roe kentelioù warlene 'zo bet kaset da Versailhez 'blam d'ar sistem fiñvadeg 'zo 'ban Deskadurezh Stad. Erru skuizh ar skolajidi se 'zo kaoz 'neunt divizet manifestiñ hudu dirak o skolaj 'ba Brest, dirak an Hirwazh. Un daou-ugent bennaket anezho, etre 6vet ha trede klas,'neunt kemeret perzh 'bar vanifestadeg.Ar sizhun dremenet 'oa graet kemend all gant skolajidi an hentenn brezhoneg-galleg 'ba Roazhon. A-bouez eo 'vit ar skolajidi kaout kentelioù istor en brezhoneg 'blam ma 'neunt da dremen arnodennoù ar breved e brezhoneg. Selaouolmp, da gentañ Ewan, unan eus dileuridi ar skolajidi, 'zo en trede klas.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio