"Le goût du DOC" e Karaez.
Un emgav miziek nevez 'vo kinniget e sinema Karaez Le Grand Bleu, pe Ar Gazeg C'hlas, adalek disul. « Le gout du doc » e anv. Bep miz, da-geñver an trede Sul, da dek eur ha kard beure, 'vo skignet un teulfilm, ha war e lerc'h, un eskemm etre an dud hag un den e bed ar filmoù, 'raok achuiñ gant un dañvadeg produioù ar vro. Ar pal kentañ eo desachañ an dud da-gaout an teulfilmoù.
Gant ar gevredigezh Contrechamps 'ni 'vez graet war-dro d'ar sinema. Lena Olivier eo prezidantez Contrechamps, pelloc'h ganti. Gant Tugdual Karluer.