àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Miliadoù a dud e Kernitron ar Lann.

Miliadoù a dud e Kernitron ar Lann.

Disadorn oa manifestet e Kernitron ar Lann. Ur wezh ouzhpenn oa bodet miliadoù a dud da embann groñs penaos emaint enep ar raktres sevel un aerborzh eno. Bet e oa etre 13 800 a dud hrevez ar prefeti ha 40 000 hrevez an aozadur. An holl anezhe o doa digaset ur vazh da lakaat en douar eno. Goude ar votadeg savet e miz even paset ha disoc'h ar ya evit an aerborzh en doa Manuel Valls, ar c'hetañ ministr embannet en doa c'hoant skarzhiñ an dud a zo e chom àr ar Zad e-raok ar gouianv. Setu m'emañ ar stourmerion é en em soñjal evit bout prest ha pa zay ar crs-ed pe ar jandarmed àr an dachenn. Selaouamp doc'h Padrig, oa bet é vanifestiñ disadorn ha doc'h Pier, hag a zo é chom àr ar zad a-c'houde 4 blez 'zo. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio