un petit boulot
SIN-160923-UN PETIT BOULOT.docx
UN PETIT BOULOT
Ur film sevenet gant : Pascal Chaumeil (2015).
Gant : Romain Duris, Michel Blanc, Gustave Kervern (1e40).
Gwerso braz n'em eus ket lennet avañturioù "Les pieds nickelés", mez degaset en deus ar film-mañ soñj din ag an dudennoù-se. Setu ur film hag a bella a-zoc'h ar realded, hag ur film gwriziennet don er bed a-vremañ war-un-dro. Ema Jakez ur paotr yaouank kollet e labour dezhañ. Kollet e labour, kollet e argant, ha gant e argant, kollet e vignonez. Setu-eñv e-hunan enta. Ha eñv d'en em zivrouilh gant kamaraded ken kollet eveltañ, hag é tennañ ar pezh a c'hell deuz ar pezh a gennig ar vuhez dezhañ, war bevenn an onestiz meur a wezh, mez petra a faot deoc'h, red eo bevañ mod pe vod.
Daoust ma ne gav ket Jakez peadra da vevañ a-feson, n'eo ket dilezet gant an oll. Tamm ebed : just a-walc'h, ur "mignon" dezhañ, mafiozo ar c'hornad, a wel aze ur respont douzh e broblem personel : dober en deus a gavoud, ha buan a-walc'h, unan bennag akord evid...lazhañ e vaouez ! Ur labour bihan, mez paeet mat.
Ya, dam, mez n'eo ket Jakez un torfedour, alkent ! Ober traouigoù dre zindan ne lâr ket, mez moned da vuntrer, setu un dra na ray ket jamez ! Mez arguzennoù an truant a labour spered Jakez : gwir eo he doa ar vaouez-se doganet an den. Ar pezh nad eo ket forzh braw, alkent, alkent ! Neuze, he lazhañ ne c'hell ket boud ur pec'hed braz. Ur pec'hed bihan marse, mez paeet a-feson. Neuze...
War un ton fentuz e tiskouez ar film penaoz e c'hell an den kemer hentoù displann : en e endro e kav peadra da zilezel ar gael voral henn gouarne "war an hent mad", hag a bazenn da bazenn e riskl en ur vuhez arall.
E bed ar gollerion omp : tudennoù ar film n'int ket 'med kollerion, "loosers" e saozneg, trueg oll. Ataw e kavont traoù kontrel war o hentoù, ataw e afoch pe e vank da afochiñ, en ur mod bennag, ar pezh o doa plaennaet. Setu perag e soñjañ er Pieds nickelés. Daoust ma c'hoarzhomp dirag kement a skenennoù groz, e welomp pegen just e vez livet ar vuhez a-vremañ ive, gwir rotel evid lod da voned da glask o boued er-maez ag an hentoù ordinel. Gant nebeud a c'herioù hag a skeudennoù e welomp penaoz e ra pennoù braz embregennoù zo evid skarzhañ o implijidi heb tamm mezh ebed. E berrgomzoù e vez diskouezet, er bed a-vremañ evel a-gent, ha marse gwashoc'h hiziw eged a-gent c'hoazh, mod patromed zo da lakaad an dud da sujañ douzh o c'hoantoù, hag evid goproù tanaw evel-just. Pa vez ken rust ar vuhez ordinel, perag ne glaskehe ket ar re laosket a-gostez fesonoù arall da c'hounid o buhezioù, a pa vehe dizonest ar mod-ober ? Ha n'eus ket dizonestiz er vuhez ordinel ive, dindan gwiskamantoù chik ?
Ur film distag eo, distag a-zoc'h ar jestoù hag a-zoc'h ar soñjoù pemdezieg. Setu perag e c'hoarzhomp. Re bell eh a, mez diouzh an tu arall ema gwirhañval ar pezh a welomp, daoust ma ya re bell. Gelloud a raer c'hoarzhed gant peb tra, mez an dra-se a zepant gant piw. Ur luadenn diwar ar filmoù polis eo, leun a fent, ha vad a ra. Dober hon eus a c'hoarzhed, a vinc'hoarzhiñ d'an nebeutañ, gant an dipituz e welomp ar vuhez tro-dro dimp. Trugarez neuze d'ar re hon laka da deurel ur sell lemm war hon bed didruez. Rag ni eo a véw evel-se, hon buhez eo. Ne gredomp ket marse, mez lodeg omp en denelezh, ha magañ a raomp an denelezh-se gant ar pezh a raomp bemdez. Ha pa vehe bihan hon jestoù, e kenstrivomp oll da roiñ liw d'hon planedenn. Arabad klemm.
Jean-Claude Le Ruyet.20160923b.179E.