àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

MOKA

MOKA

SIN-160916-MOKA.docx MOKA Ur film sevenet gant : Frédéric Mermoud (2016). Gant : Emmanuelle Devos, Nathalie Baye, David Clavel (1e30). Ema ar film-mañ evel ur c'hren-douar. Setu ar pezh am eus-me santet hed-ha-hed e skignadur. Da gentañ e tiskouez d'an traoù boud sioul, trankil, didrabas ha didrubuilh. Ema an natur gant he joa, an douar gant e frouezh, an oabl digoumoul, just ennañ un nebeud kogus laouen é vale. Hag en un taol ur fraoñvadur hag a darzh trumm evel un taol-gurun. Hag ar pezh a oa peuc'huz a za souden da voud teñwel hag ankeniuz. Evel gant ur c'hren-douar. Setu sabatuet an dud, simudet en o spont, dalc'het mud en o glac'har. Da gentañ ar c'hri, ar yudal marse zokén. Rac'hwizañ ar pezh a zo degouezhet, dic'hortoz-kàer. Mez mab-den ne c'hell ket chomel ataw dindan ar from kentañ. Daw e vez dezhañ sevel e selloù war an traoù, war stad nevez ar bed tro-dro dezhañ ha lâred : evel-se e vo bremañ ! Nawazh, hebdale e sav atersoù nevez : perag ? Ha mar n'eus ket respont ebed d'ar perag-se e klask an den gouied penaoz. Gouied piw marse, piw a zo kaoz. Rag sañset eo d'an darvoudoù kaoud un orin bennag. Ha red e vez d'ar spered moned da weled pelloc'h, da c'hoari e fri-furch evid kompren, rag aze ema an dalc'h : kompren. Kompren ar pezh a zo degouezhet, ken diaez da añdur, ken diaez da lonkiñ, da zegemer evel ur realded nevez. Setu e ya an den pelloc'h war an dachenn, da weled ar frailhoù daet da-heul ar c'hren-douar-se. Ha heulïañ a ra an den ar frailhoù war c'horre an douar. Frailhoù hag a ya kamm-digamm a-blaen. Frailhoù hag a dreuz an hentoù, an tier, ar parkoù. É voned war frankaad meur a wezh, é voned da izlonkoù zokén, dic'houloù ar foñs anezhe, an deun anezhe. Gwazh eged ar pezh a oa bet empennet da gentañ. Spontusoc'h c'hoazh. Nawazh, setu tremenet lec'h-kreiz an darvoud. Moned a ra ar frailhoù war voannaad bremañ. Setu mem ur rozenn du-se, é kreskañ e penn ur frailhig. Hag achu eo ar gwallhune ? N'eo ket. Mez daet eo ar vuhez en-dro, c'hoant dezhi da grogiñ gant un dro nevez, ankouaet ganti an deizioù, ar re zu hag ar re euruz er memez tro. Ma, e gwirionez n'eus ket kren-douar ebed er film, mez setu penaoz e oa daet din da santoud moned war-raog an istoer. Ur film polis ag an dibab eo, temzet mat ar senario. Kàer-braz e c'hoari Emmanuelle Devos ha Nathalie Baye ennañ. Gwelet e vez penaoz e c'hell ur vuhez trankil a-walc'h treñkañ en un taol, ha penaoz e ta war-wel traoù hag a vehe chomet kuzhet heb un darvoud bennag, un darvoud hag a dorr urzh an traoù, mad pe fall. Red e vez d'an dud bevañ oll asamblez, mez ne vez ket ken aez an darempredoù etreze ataw. Ne vezont ket ken splann, ken onest marse zokén. Amañ eh a Diane Kramer da Evian, ganti un nebeud dilhad, daou pe dri blankig bennag hag un arm. Ur letenn hebkén he c'has du-hont : kavoud piw a gondue ar Mercedez liw kafe he doa taolet ha lazhet he mab. Mez n'eo ket an hent ken eeun evel ma oa bet spurmantet en he spered da gentañ. Hag ar vaouez a gav-hi war an hent-se n'eo ket tamm ebed unan a-sort gant ar pezh he doa soñjet kavoud. Rag misteriuz ha hegarad eo honnañ. Ned a ket dalc'hmad ar vuhez war-raog gant hentoù digamm. Ar pezh a ziskoueze boud sklaer ned eo ket ken sklaer-se. Arabad barnañ re vuan. Ha mem, marse : arabad barnañ, tamm ebed. Rag etre gwalleur hag eurusted e c'hell ar valañs boud distabilloc'h eged ma kred an den. Jean-Claude Le Ruyet.20160916c.178E.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio