Tenniñ traezh e Lannuon : 4000 a dud er straed.
Etre 4000 ha 5000 a dud 'oa bodet war blasenn kreiz kêr Lannuon dec'h beure 'vit embann sklaer e fell dezho 'vije roet an urzh da baouez gant tennañ traezh 'bar bae. E penn ar galv 'oa kevrdigezhioù 'giz "Pobloù an tevennoù" ha "Savetomp Bro-Dreger". E-kreiz ar sizhun dremenet 'oa kroget ar stal CAN (Compagnie Armoricaine de Navigation) da dastum traezh diwar un devenn 'zo dindan vor dre laer, e-kerzh an noz. Un devezh lerc'h diviz lez-varn melestradurel Roazhon da nac'h ur rekour gant ar re 'zo a-enep ar CAN. Gant Emmanuel Macron, e 2015, 'oa roet an aotre d'Ar Gompagnunezh "CAN" da dennañ traezh 'pa 'oa ministr an ekonomiezh d'ar poent se. An dilennidi, 'ba Bro-dreger, 'zo a-enep. Selaouomp, da gentañ, Joel Lejeune 'zo prezidant Kumuniezh kumunioù Lannuon-Treger; ha war lerc'h 'po tro de glevout Yann-Loeiz Kabell hag Yvon Bordiec, daou vanifestour. Gant Erwan Blanchard.