àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

60vet Koñkour ar sonerion e Gourin.

60vet Koñkour ar sonerion e Gourin.

Dec'h 'oa kampionad Breizh ar sonerien daou-ha-daou evit an 60vet bloavezh e Gourin. Unan deus am emgavioù pennañ e bed ar muzik hengounel e Breizh zo anezhañ. Deut brav an taol ur wezh adarre, bet ur bern tud ha muzik a galite da glevet. Memes tra 'oa bet doan ha glac'har a-greiz tout, pa oa marvet mamm Tangi Josset, soner, war al lec'h. Un tamm tro a ginnigan deoc'h ober war blas, ha da gentañ gant displegadennoù Michel Toutous, e karg deus ar sonerien daou ha daou e « Sonerien », bet BAS, ar gevredigezh hag a aoza ar c'honkour. Gant Tugdual Karluer. Hag ur wezh adarre, evit ar pevare bloavezh diouzhtu, eo ar c'houblad Tymen/Kerveillant 'ni zo arru e penn ar c'hlasamant er c'honkour binioù kozh/bombard. Daou briz zo bet e binioù bras/bombard memes tra: d'ar c'houbladoù Yannig Martin/Daniel Moign e tonioù bale ha Goulven Henaff/Alexis Meunier en tonioù a-boz. Evit an daouad libr eo aet ar priz kentañ gant Mick Derrien ha Thibaut Lothoud.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio