Priz braz Ploue oa dalc'het a-hed an dibenn sihun.
Un darvoud a-bouez eo ba bed ar marc'h-houran. Meur a redadeg a zo bet àr hentoù ar vro. Disadorn e oa ar merc'hed a-vicher hag e oa degouezhet Eugenia Bujak, a vro Pologn e penn. Dec'h e oa tro ar baotred da gemer perzh. Ha trec'h eo bet Oliver Naesen dre ar sprint dirak Alberto Bettiol. Ar redadeg-mañ a zo unan ag ar redadegoù zo e kampionad ar bed get an UCI. Chenjamant a zo bet ar blez-mañ ker n'eo ket chomet ar rederion e Ploue. Gouiamp pelloc'h get Marsel Guianvarc'h, hag a oa en oto diwezhañ àr an hent. Get Yaelle ar Mouel.