àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

GAA World Games oa e Dulenn.

GAA World Games oa e Dulenn.

Gant soñjoù kaer eo distroet Etienne Salaun eus GAA Wolrd Games, kampionad ar bed melldroad Gouezeleg, 'oa dalc'het 'ba Duleen e-kreiz ar miz mañ. Bet eo o kemer perzh 'ban tournamant etrevroadell gant skipailh Breizh da geñver lidoù deiz ha bloaz an emsavadeg a-enep Bro-Saoz 'oa bet 'ba Bro-Iwerzhon e 1916. C'hwec'h bloa war lerc'h, e 1922, 'oa deuet an Iwerzhoniz da vout dizalc'h. Ur genstrivadeg sport 'oa GAA World Games. An eil gwec'h eo 'oa aozet ur c'hampionad bedel gouestlet d'an non-Iwerzhoniz. Etienne Salaun, 'zo ezel eus klub melldroad gouezeleg Bro-Leon 'ba Brest, 'neus bet tro da c'hoari ouzh skipailhoù 'giz Oman, Afrika ar C'hreisteiz, San Francisco, Sina pe c'hoazh New-York 'zo aet at maout ganto ouzh skipailh Bro-C'hall da geñver tro diwezhañ ar c'hampionad. Peseurt mod 'neus bevet paotr Lannurvan an tournamant. Selaouomp 'nañ ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio