"Bienvenue à la ferme" evit brudañ al labour-douar
Bep hañv vez lakaet pouez gant ar rouedad « Bienvenue à la ferme » war ar marc'hadoù en tiez-feurm. Un digarez eo da vrudañ ar broduerien vihan ha d'an dud da welet ez fetiz penaos 'vez gounezet legumaj-mañ-legumaj ha kement 'zo. E ti-feurm Sant Seleia e Brieg e vez marc'had bep meurzh da noz betek fin miz Eost. Eno 'vez kavet produioù an ti, kig moc'h ha kig yar, lipouserezhioù all fardet e bro Glazig, met prezegennoù hag abadennoù a vez bep tro ivez. Deomp da c'houzout hiroc'h gant René Pétillon deus ti-feurm Sant Seleia e Brieg. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.