àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gouel an trouz 'ba Landerne gant Iggy Pop, The Cranberries...

Gouel an trouz 'ba Landerne gant Iggy Pop, The Cranberries...

Bout unan eus festivalioù brasañ 'ba Frañs eo pezh fell da aozerien Gouel an trouz 'ba Landerne. Bep bloaz 'klaskont gwellaat o festival: ar bloaz mañ 'vo kinniget, adalek fenoz, tri devezh sonerezh war liorzhoù ar palud da gentañ. Met 'pezh 'ra mel Gouel an trouz eo ar programm 'zo kinniget: gant Iggy Pop, Indochine, Naïve New Beaters, Garbage, Patrice, Mass Hysteria, The Cranberries ha kement 'zo 'vo leun blouk ar festival ar bloaz mañ. Lañset 'vo bremaik da 5e45 gant ur strollad a orin eus bro Brest: Bantam Lyons. Gouel an trouz 'zo ur festival aozet gant tud a-vicher met diazezet war labour tud a youl vat. Evit an dud yaouank reiñ un taol skoazell d'an aozerien 'zo un digarez da dremen ar vakañsoù 'vel just met pas hepken. Malo Kerdraon, ur paotr yaouank eus Dirinonn, 'zo bet 'pad tri devezh dirak monebarzh ar gouel. Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio