Bagad Cap Caval : Kampion adarre !
Bagad Cap-Caval 'zo kampion Breizh rummad kentañ ar bagadoù 'vit an eil gwech eus renk! Disadorn 'ban Oriant 'neunt gounezet kenstrivadeg an hañv, aozet e-kerzh Gouel ar Gelted, dirak Bagad Kemper gant un notenn un tamm mat uhleoc'h 'vit ar Gemperiz: 17,89 'vit ar strollad 'zo staliet 'ba Ploveur ha 16, 78 'vit ar re c'hlazig! Un taol-kaer eus perzh sonerien Cap-Caval 'vel 'zo displeget deomp gant Lors Moal 'zo talabarder 'bar bagad. Gant Erwan Blanchard.
Ur familh hag a yaio da gemer perzh 'ba Kampionad ar Bed rummad kentañ ar Pipe Band 'benn fin ar sizhun. 'Ba Glasgow 'ba Bro-Skos 'vo dalc'het ar c'hampionad mañ!