Oberennoù Alice Pasco a zo da zijolein e Pondi.
Marv eo an arzourez a Bondi tri blez 'zo bremañ d'an oad a 87 vlez. Diàr youl e familh, sekour Lions Club Pondi hag an ti-kêr eo bet savet un diskwezadenn e iliz Sant Jojeb. Betag an 18 a viz Gwenoloñ e c'hell an dud monet da c'houiet hiroc'h a-zivout ar livourez anavet mat er vro ha gwelet he oberennoù lieseurt. Ninnog Louis deus labouret èl abrougerez en iliz e miz gouere. Kinnig a ra deomp labour Alice Pasco doc'h mikro Yaelle ar Mouel.