àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Staj Skol an Emsav oa dalc'het ar sihun baset e Karnassen.

Staj Skol an Emsav oa dalc'het ar sihun baset e Karnassen.

an 6vet blez eo d'an aozadur stummiñ e brezhoneg sevel ur staj dre soubidigezh eno. Degemeret e vez an dud en un dachenn anvet "Le Domaine du Scorff", staliet-brav e-kreiz an natur. 25 den deus heuliet ar staj ar blez-mañ, diw wezh muioc'h evit ar bleadoù paset. hag e-mesk gete e oa 8 den, danvez skolaerien e brezhoneg anezhe. Dre ret o deus ar re-mañ daou staj dre soubidigezh d'ober da-geñver o stummadur evit bout skoazellet get ar Rannvro. Selaouamp pelloc'h get Lena Louarn, eil-prezidantez ar rannvro e-karg ag ar yezhoù, Bernez hag Aline, daou stajiad hag Anne Broussot, unan ag ar stummerion. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio