àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Daet eo an c'hoari Pokemon Go er-maez.

Daet eo an c'hoari Pokemon Go er-maez.

Gortaet braz e oa an arload-mañ get ur bochad tud e Frans. Taolet e oa bet termen da lañs an c'hoari er vro goude gwalldaolioù Nice. Dec'h neuze e oa bet lakaet an arload da bellgargiñ en ofisiel. A-c'houde e vez gwelet tud a-bep seurt é chaseal ar loened pokemon gres d'o fellgomzeroù. Berzh en doa graet ar Pokemon er bleadoù 1990 ha 2000 ha pa oa bet embannet an c'hoarioù ketañ àr ar mekanik Gameboy. Ninnog Louis a laboura èl ambrougerez en iliz Sant Jojeb e Pondi. Gwelet he deus ur bochad jiboeserion Pokemon er park tro ha tro d'an iliz. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio