àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Ar vag ton Biche àr ar mor en-dro 'benn fin miz Mezhewen.@@@ Setu ar pal lakaet get an dud a laboura a-c'houde eizh vlez bremañ evit adsevel ar vag mod enezenn Grwe-mañ. Pemzekteiz 'zo oa bet staliet an trivet jél àr grohenn ar vag. Emañ en termen-mañ ar skipailhad é ober àr dro d'ar gwernioù ha d'an deléioù. Ma ya mad an traoù e vo prest ar vag durant gouelioù Brest ha Douarnenez. Damp da houiet hiroc'h get Daniel Jehanno a laboura a-volontez vad. Amañ @@@Bageal e Plistin.@@@ Mare vakañsoù zo evit an dud yaouank ha dre se eo ret 'walc'h kavout deveransoù dezhe da gas o amzer. Ur feson kaer da gemer plijadur hag aveliñ 'c'hell bout deskiñ monet àr ar mor, èl zo kinniget get kreizenn bageal Plistin. Selaouomp Louan, a Dreduder, zo é heuliañ ur staj a-hed ar sizhun, ha d'e heul Riwanon Kallag, a ra àr-dro d'ar vugale. Doh mikro Tudual Karluer

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio