àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

25 000 a vanifestourien 'ba Kernitron al Lann

25 000 a vanifestourien 'ba Kernitron al Lann

Disadorn ha Disul 'oa bodet an enebourien d'an aerborzh e Kernitron al Lann, evit ar 16vet gwezh ma oa deus boadeg an hañv, aozet gant an ACIPA, kevredigezh pennañ ar stourm 'enep d'an aerborzh. Ur 25 000 a dud zo bet. An tem dibabet evit ar bloaz, war-lerc'h ar votadeg bet 15tez zo, 'oa « hadañ demokratelezh ». Ur bern kaozeadegoù, war-dro d'ar stourmoù niverus, kaset a-bep tu e Frañs. Hag ur souezhadenn deus tu ar fest, pa zo bet ur c'hoñsertig war ar prim gant Hugues Aufray, bet o souten. Selaouomp tud a oa o kemer perzh er vodadeg, o reiñ deomp o soñj war ar referandom bet en Liger atlantel war ar raktres aerborzh. Gant Tudual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio