àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

A-bep seurt abadennoù e C'hoariva an Oriant.

A-bep seurt abadennoù e C'hoariva an Oriant.

Embannet eo bet roll an abadennoù hag a vo e c'hoariva an Oriant adal miz Gwenoloñ. En termen-mañ emañ skipailhad an c'hoariva é labourat stert evit kinnig an abadennoù ha klask chechiñ an dud. E penn ketañ ar blez en doa Rodolphe Dana kemeret ar lec'h a renour goude Eric Vignier hag a oa chomet renour eno e-pad ugent vlez. Setu neuze ar c'hetañ roll savet getoñ hag e skipailhad ha gortaet braz e oa. Peder abadenn ha pevar-ugent a vo, èl c'hoariva sur-walc'h mes iwez dañs, sonerezh pe c'hoazh arvestoù evit ar vugale, kement-mañ evit digor dorioù an c'hoariva d'an holl. Gouiamp pelloc'h get Anais ar Ruyet, karget a gehentiñ e C'hoariva an Oriant.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio