àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Deskiñ brezhoneg get ar CNFPT

Deskiñ brezhoneg get ar CNFPT

Diàr c'hoant Kuzul Meur Penn ar Bed e oa bet savet àrlene stummadurioù war ar brezhoneg evit an dud a laboura er strollegezhioù tiriadel. Get ar CNFPT e vent kaset da-benn ha lusket int get aozadurioù a gelenn brezhoneg d'an dud daet, Roudour ha Mervent betag bremañ. Ar 34 den o deus heuliet ar stummadur 200 euriad àrlene o deus holl paket al live A2 en Diplom Barregezh àr Ar Yezh. Berzh a ra stummadur ar CNFPT hag e krogo unan all 'benn miz Gwengolo, evit ar re o krogiñ evit mat gant ar yezh hag ivez evit ar re o deus heuliet ar stummadur dija warlene. Hiroc'h da glevet gant Solange Creignou, karget ag ar brezhoneg e Kuzul Meur Penn ar Bed, Fulup Jakez, rener Ofis Publik ar Brezhoneg ha Lena Louarn, bez-prezidantez Rannvro Breizh. Respont a reont da c'houlennoù Katell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio