àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An Olimpiadennoù 'zo aozet 'ba Douarnenez ivez!

An Olimpiadennoù 'zo aozet 'ba Douarnenez ivez!

A-hed ar bloavezhioù skol e vez bev-mat ar gevredigezh Div Yezh Douarnenez. Kerent youlek hag a ra o seizh gwellañ evit rastellañ arc'hant ha kinnig oberiantizoù d'ar vugale war o amzer skol. Evit arc'hantaouiñ troioù er sinema, gweladennoù pe c'hoazh levrioù e brezhoneg e klask ar gevredigezh doareoù liesseurt da reiñ plijadur d'ar vrezhonegerien yaouank. Evit klozañ gant ar bloavezh-skol 'vo aozet « olimpiadennoù » 'benn disul e park ar Plomarc'h. Ur gouel digor d'an holl, brezhonegerien pe get eme Katell Le Neures, ken brezidantez Div Yezh Douarnenez. Selaouomp anezhi ouzh mikro Katell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio