àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@"An dour: ur binvidigezh en danjer".@@@ Setu an tem 'vo displeget 'benn dilun kentañ 'kerzh ar prezegennoù 'vo kinniget da geñver ar gouel "Ar marc'had war an dour". Ur marc'had 'zo aozet àr-vord lenn an Drenneg 'ba Sizun. evit ar pempzekvet blez. Selaouomp doh Gaelle Roze, ezelez ar gevredigezh Bro an Are 'zo penn ar gouel. Doh mikro Erwan Blanchard @@@Ur c'honkour evit anavout ar plantaj.@@@ Evit ar seizhvet gwezh e oa savet get liseoù micherel ha cfa-où Breizh ar c'henstrivadeg-mañ evit an dud yaouank a zeska mecherioù liammet get ar plantaj, ar liorzhoù, ar bokedoù pe kempenn ar maezoù. Pemzek kreizenn pe lise a geunnig ar stummadurioù-mañ e Breizh. E lise ha cfa Talhouet en Henbont oa degemeret ar c'honkours anavoudegezh-mañ dimerc'her paset. Ur feson da briziañ ar labour graet a-hed ar blezad. Selaouamp doh Gwenola Petitbon, sekretourez eno. Amañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio