A-benn fin ar miz e vo studiet al lezenn war an ingalded hag ar geodedelezh gant an deputeed
Ar lezenn àr an ingalded hag ar geodedelezh a zo da vout studiet 'benn fin ar miz get an deputeed.
E-raok ma vo studiet er vodadenn vroadel en doa goulennet ar gouarnamant get an dud laret o soñj ha gober kinnigoù da-genver ar pennadoù oa bet rakskrivet.
Tennet o deus izili ar gevredad Kevre Breizh gounid ag an digarez-mañ evit kinnig mennadoù da gemer e kont ar yezhoù rannvro er lezenn : er lodenn a-ziàr ar stummadurioù micherel hag er lodenn enep ar gwallziforc'hioù. Gouiamp pelloc'h get Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh doc'h mikro Yaelle ar Mouel.