àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Tradi'Deiz : un devezh gouestlet d'an dañsoù ag ar vro.

Tradi'Deiz : un devezh gouestlet d'an dañsoù ag ar vro.

Evit an deirvet gwezh e vo savet an darvoud-mañ get Kendalc'h, 'benn ar 15 a viz Imbril . Àrlané oa daet dek mil a dud da sellet doh an dañserion. Amañ vo savet lodenn getañ ar c'honkour evit ar pemp rummad. Hanterkant kelc'h bennak é tonet a Vreizh a-bezh ha pelloc'h c'hoazh vo barnet. Chwajet neus ar c'hevredad Kendalc'h siniñ ar garta Ya d'ar Brezhoneg iwez d'an deiz-se. Youena Baron a laboura e Kendalc'h, lâret a ra deomp hiroc'h a-zivout Tradi deiz doh mikro Yaëlle ar Mouel. http://www.kendalch.com/

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio