àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Igauret eo bet oratouer Sant Efflam e Laoulan.

Igauret eo bet oratouer Sant Efflam e Laoulan.

Gwerzo oa ur chapel àr an hent etre Laoulan ha Leskoed-Gwareg. Savet e oa bet get an aotrou Coeteodu er grenn-amzer. Kouezhet e oa tamm ha tamm goude ar brezel 14 ha gwerzhet ar mein anezhi er bleadoù hanterkant. Da zerc'hel soñj ag ar chapel ketañ eo bet savet un oratouer gouestlet da Sant Efflam er mem lec'h. Tud ar barrez eo hag o deus labouret a-youl vat d'er sevel. Ar mitin-mañ oa igauret ha beniget ar lec'h santel-mañ ma c'hello an dud monet. Selaouamp doc'h Solange Crequer, he deus dastumet ur bochad titouroù en dielloù hag er penn ketan doc'h Gaston ar Fur, neus kizellet ar Sant Efflam nevez. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio