Ur staj hañv evit krogiñ pe kendalc'h get ar brezhoneg.
Evit ar bedervet gwezh e embann ar c'hengevredad DAO - Deskiñ d'an Oadourion ur levrig evit brudiñ ar stajoù hañv. Ar blez-mañ e vo keunniget pemzek staj get 6 kreizenn stummiñ dishenval, hag evit liveoù yezh a-bep seurt. Àrlané noa kresket an niver a dud doa heuliet ur staj brezhoneg e-korv an hañv. Ur momant bourrus èl ma lâr deomp Emilie Le Bailh, kargadez a ziorren e DAO.