"Paper Lanterns", ur bladenn get Ffran May ha Paskal Lamour.
« Paper Lanterns » setu anv pladenn nevez ar c'hanour ha sonour Paskal Lamour.
Kenlabouret en deus get Ffran May, ur ganourez a vro Gembre. Ur liv modern hag a-vremañ a zo d'o sonerezh evit komz a gudennoù an douar. Ur bladenn tro dro da dem an natur eo dreist-holl ha penaos gwarantiñ an en-dro pe ar c'hoadeier. Paskal Lamour a zispleg deomp hiroc'h àr ar labour-mañ get e genseurtez Ffran May. Reskontet en deus da c'houlennoù Gwendal ar Ruyet a RBG.