àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gant kumun Benac'h, e bro Dreger, zo klasket tapout al label « villages étapes »

Gant kumun Benac'h, e bro Dreger, zo klasket tapout al label « villages étapes »

N'eo ket ar wezh kentañ zo labouret war se, dek vloaz zo 'oa bet c'hoazh. Met ne oa ket bet al label gant an diouer a gambroù da lojañ tud, pezh zo gwellaet abaoe. Graet eo al label-mañ da gelaouiñ an dud a gas hent, dê da c'hoût pelec'h zo tu d'ober un tamm diskrog, kement ha debriñ, diskuizhañ, pe c'hoazh ober prenañioù, hep redek bro ha 'n em gavout e fri war ar gloued. 'Mañ Benac'h war vord an hent bras etre Roazon ha Brest. Gant Bédée, 'tal kichen Roazon, ha Sant Tegoneg, 'tal kichen Montroulez, 'mañ al label « villages étape » c'hoazh. Gant ar c'huzul-kêr zo bet labouret war an doser, harpet un tamm mat gant ti an douristed. Selaouomp pelloc'h digant François Ar Marc'heg, maer Benac'h, a lâr deomp zo muioc'h a chañsoù en dro-mañ. Gant TK

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio