Dizoloiñ ar relegoù roman e Korseul
E skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper zo desket Latin gant darn deus ar skolajidi. Kement ha mont war un tu pleustrek ha tennañ gonid deus lusk dizingal fin ar bloavezh skol, zo aozet ur veajig daou devezh evit ar re-mañ e Korseul, hirie hag arc'hoazh. Brudet eo kumun Korseul, 'kichen Dinan en Aodoù An Arvor, evit ar relegoù roman a vez kavet stank enni, un templ en enor d'an Doue Meurzh en o mesk. Katalin Boronkai eo ar gelennerez war al latin, aozet ganti ar veajig-mañ. Pelloc'h ganti, deus mikro Tudual Karluer.