àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

The assassin

The assassin

The Assassin (An zrouglazerez) Ur film a vro Taiwan sevenet get Hou Hsiao Hsien e 2015 get SHU QI, CHANG CHEN, SATOSHI TSUMABUKI. Tapet en eus « prix de la mise en scène » e gouel Cannes war lene. Bro Sina e IX vet kanvet. Adsavet a oa bet Nie Yin Niang get ur leanes zaoist evit he lakaat da vout un drouglazerez a-feson/ dispar. Hag ur vrezelerez dispar eo daet. Mes chom a ra re a sentimentoù enni. Urzhiet e oa bet dezhi lazhañ he enderv Tian Ji An penn ar ranvro hag a zo a-enep roue ar vro. An den a gare Nie Yin Niang pa oa yaouankoc'h eo Tian Ji An ha sañset o doa dimezhiñ ma ne oa ket savet bec'h politikerezh etre o div familh. Lazhañ he enderv pe traissañ kelc'h an drouglazerion. Karantez pe Dever, setu emañ an dalc'h evit Nie Yin Niang. Dont a ra « The Assassin » ag ar filmoù WU XIA PIAN, de larêt eo filmoù a vro Sina get sabrennoù ha gourenerezh lec'hiet tro dro an X vet kanvet. Pa vez komzet diwar sort filmoù e vez sonjet en filmoù get Kannoù e peplec'h, efedoù ispisial hag all hag all. Ret eo gouiet alken n'eo ket ar pezh a vez diskuezet get HHH amañ. Difonn-kaer eo ar film ha ne vez ket gwellet nemet un nebeut a gannoù hag a zo prim mat mes effedus. Tostoc'h int get filmoù japonad. Gened hag ressisoù ar gestroù zo ar pezh a-gont. Brudet eo HHH evit e filmoù evel « Millenium Mambo », « Three Times », « Cafe lumière ». Unan doc'h ar pennoù ar mod nevez ag ar sinema taiwanad eo HHH. Tost eo ar sevener doc'h sevenadur ha filosofi a vroiou asia, Taoism, bouddhism...mes pas hepkent. Digoret eo e spered war ar bed ha breizh zoken. Un dra e c'heller gwellet pe klevet kentoc'h er fin ar film, a c'hwi da wellet. Mes chom a ra pouezhus alken evitañ lakaat war well petra eo ar vro Taiwan. Un enezen a vro sina evit lod, un enezen dieub evit a re all. Displann-mat eo stad ar vro-mañ. Neoazh n'eo ket pal ar film-mañ diskueziñ stennadurioù pe brezelioù ha zo etre Taiwan, Japon pe Sina giz a pezh e vez laret get lod a dud. Ouzhpenn-se n'eo ket HHH ur sevener hag a ro d'an dud da gompren e filmoù en un douare aes. Ret eo kavout d'an dud ur spered digor war an arwesterezh evit sentout pegen brav ha kisidig/tener eo ar film-mañ. Labouret en eus HHH e pad 12 vlé evit sevel « The assassin ». Klaskoù resis spontus a zo bet great a-ziwar dilhad an IX vet kanvet, ar c'hinklaj, ar fotoioù, ar framm. Bep plaen ag ar film zo evel ur livadur. Se zo koaz e vez great Camera Kaotaer dezhañ. Ha livet eo ar plaenoù get ur yezh brav, distaget mat. Ha se zo poltred ur plac'h a ro da wellet. Kreñv eo Nie Yin Niang an drouglazerez mes dalc'het eo get ur dibab re bounner. Ret eo dezhi choas etre daou hent, hent ag ar sabrenn na n'eus na galon na druez warni da laret eo lazhañ he enderv pe hent ar galon. N'eo ket aes er wirionnez kerzhiñ war an hent-se rak prisoner eo an dud en o dever, o ego. He Heuliañ a reomp hi zo o kerzhet kuzhet e skeud ar bed war hentoù e lec'h ma zo brezel, dorlo, lorc'h ennañ. Petra a ray ? Ha ma vehe an dalc'h enni ? A-enep piv emañ Nie Yin Niang o en em gannañ ? Setu neuze istoer un dieubidigezh eo marse ar film-mañ. Donet a ra da benn Nie Yin Niang a choas hent ar sentimentoù ha da gerzhet er sklearijenn rak en em zieub a ra doc'h ar boell vrezeler. Ar pezh en eus klasket tizhañ ar sevener evit sevel e film ivez pandegwir en eus kenlabourat HHH get Taiwan, Sina ha Japon. Tri bro anaouet muioc'h evit o stennadurioù evit o c'henlabour. Aktourion a vroioù-mañ a zo o c'hoari asembles. Donet a ra da benn a liammañ ar vroioù-se evit sevel un oberenn brav spontus. Arz ha sevenadur o deus gellout tostaat an dud ha ne vern e-ven. Na wenn na zu eo an hent, Ar yin hag ar yang, Tenvalijenn ha sklearijenn zo o kerzhet asembles. Tamm ha tamm 'maomp o klask hent ar sentimentoù ha « Le chemin se fait en marchant » eme Machado. savet ar pennad-se get Alice Chour-Dames
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio