Dilezet eo an divroidi yaouank gant kuzul departamant Penn-ar-Bed
Divroidi yaouank 'zo dilezet gant kuzul departamant Penn-ar-Bed hervez ar "Rouedad da degemer mat an divroidi e bro Brest". 25 paotr yaouankoc'h 'vit 18 vloaz, deuet eus Afrika pe Bengladesh, n'int ket gwelet e-giz krennarded ken gant servijoù ar c'huzul departamant 'zo 'karg d'ober war dro ar vugale. Se 'zo kaoz int lakaet 'maez eus an ASE (Sikour sokial evit ar vugale). Kevredigezhioù eus Brest 'neunt divizet, neuze, skoazell ar re yaouank mañ kuit dezho d'en em gavout war ar straed. gant mann ebet. Jean Miossec, bez-prezidant ar gevredigezh Digemer, 'displeg deomp an afer. Gant Erwan Blanchard.