50.000 manifester evit ar yezhoù rannvro e Bro Frañs
Etre 10.000 ha 12.000 'ba Kemper neuze, 25.000 'ba Tolosa, 6.000 e Perpignañ, 7000 e Baiona... Laouen oa an aozerien e Breizh. Padrig Herve, eil-prezidant Kevre Breizh, a oa karget d'ober war dro an darempredoù etre an holl broioù. E fin an devezh disadorn, e kinnige ur bilañs eus an darvoud e Bro C'hall a-bezh.