C'hoari er gwez e brezhoneg.
E Pleñver emañ staliet Park Foret Adrenaline a-c'houde 14 vlez bremañ. Ur greizenn deveransoù eo ma c'hell an dud krapat er gwez. Meur a hent a zo hrevez ar liveoù, evit ar re vras hag ar re vihan. Chan Mouillour a zo animatourez a-c'houde 4 blez en embregerezh-mañ. hag en arbenn a Gouel Breizh e tegemero an dud e brezhoneg 'benn àrc'hoazh, 'benn disadorn ha 'benn disul da 2e. Gouiamp pelloc'h geti doc'h mikro Yaelle ar Mouel.