Tech ha bio, ur saloñs gouestlet d'al labour-douar doujus ouzh an endro
Ar mitin-mañ oa bet roet lañs d'ar Salons Tech ha Bio e Begnen e-tal Logunec'h. Dibaoe 2007 ez eus deus ar salons-mañ met savet eo evit ar wech kentan e Breizh gant ar c'hambreier labour-douar. Gouestlet eo an darvoud d'an doareoù ha d'an teknikoù da labourat an douar en ur mod doujusoc'h ouzh an en-dro. Digor eo d'ar labourerien-douar bio, d'ar re o deus c'hoant da cheñch ha d'ar re a labour en ur mod "conventionnel" vel 'vez lâret. Ar bras eus an dud a c'hell kavout e lod,
vel ma lâr Jorj Guezenoc deomp. Desaver legumaj bio eo-eñ e Kerlouan hag ezel deus Kambr labour-douar Penn ar Bed. Selaouomp Jorj Guezenoc ouzh mikro Yaelle ar Mouel.