deskerien Roudour bodet e Karaez
Hirie 'oa bodet an holl deskerien zo bet hag a zo c'hoazh o'n em stummañ war ar brezhoneg gant Roudour evit ar bloaz. E Ti ar Vro Karaez, 'oa 'n em gavet tud deus Douarnenez ha Pondi ouzhpenn d'ar re a vez e Karaez a-hed ar bloaz. Digarez eo deomp d'ober un tamm poent war seurt stummadurioù, gant Aziliz, Youna, ha Ke, nevez desket pe addesket brezhoneg gante, abaoe c'hwec'h ha pevar mizvezh zo.