"An den hervez e uhelder", an diskouezhadeg da ginnig poltredoù Michel Thersiquel
Disadorn 'oa igoret war an ton bras un diskouezadeg gant luc'hskeudennoù Michel Thersiquel. Ur mor a dud a oa bodet e chapel an ursulinezed e Kemperle evit dizoloiñ oberenn paotr ar vro, en eus laosket war e-lerc'h 70 000 foto. « An den hervez e uhelder », setu anv an diskouezadeg gouestlet da oberenn Michel Thersiquel, un anv a glot gant ar pezh a felle d'an arzour diskouez : an dud, ar bobl munut. Kristel Panel he deus anvezet luc'hskeudenner bro Kemperle. Eno e oa disadorn da weladenniñ an diskouezadeg. Katell Uguen a zo bet d'he heul, selaouomp.
Betek an 9 a viz Here e c'heller gwelet poltredoù Michel Thersiquel e Kemperle.