àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

« Deomp dezhi evit ar yezhoù ».

« Deomp dezhi evit ar yezhoù ».

Ar lugan-mañ vo klevet 'benn disadorn en arbenn ag ar pikol manifesterezh vo savet ba Kemper evit goulenn ma vo anavet sevenadurioù ha yezhoù minorel get stad bro c'hall. E lec'hioù arall hag e yezhoù arall vo huchet iwez sur-walc'h. Àr ar renk deus n'um lakaet diwhennerion ar poateveg-sentoñjeg a yay da Boitier, re ar savoieg a yay da Annecy, re ar flandrezeg a yay da Lille, re ar pikardeg vo gwelet e Saint Quentin ha Ons-en-Bray ha gortozet 'zo iwez an dud a ziwhenn ar yezhoù kreoleg e Guyana, en Antillez, hag àr ar Réunion. E bro Euskadi emañ aozet an devezh stourm get Euskal Konfederazioa. Selaouamp doh Sebastien Castets a laboura er c'hevredad-mañ. An atersenn hag an droidigezh diàr an euskareg zo bet graet get Oliver Le Clainche a RBG.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio