àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

C'hoariva 'zo da gaout evit brezhonegerien skolaj Brizeux e Kemper

C'hoariva 'zo da gaout evit brezhonegerien skolaj Brizeux e Kemper

Ar mintin-mañ e oa c'hoariva da gaout evit brezhonegerien skolaj Brizeux a Gemper. Strollad c'hoariva La Obra he deus kinniget he fezh-c'hoari nevez, « Chiloe », ha klasadoù 4re ha 3de klas ar strollad o deus kinniget inti ivez o fezhioù. Meur a wech e-pad ar bloavezh-skol eo bet Céline Soun deus Strollad La Obra da reiñ un tañva d'ar c'hoariva d'ar skolajidi. Teknikoù, sketchoù, poelladennoù. Ha displeget 'oa an disoc'h hiziv dirak ur sal leun a skolidi all. Katell Uguen a zo bet d'o heul. Klevet 'vo ar c'hlasad 4re klas en hentad divyezhek, ha Lenaig Monnier, ar gelennerez.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio