àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Sevel a ra an SNCF klemm 'enep da Ai'ta

Sevel a ra an SNCF klemm 'enep da Ai'ta

Savet eo bet klemm gant an SNCF enep Ai'ta. Div oberenn oa bet kaset da benn e dibenn 2015 gant ar c'holektif hag a c'houlenn muioc'h a vrezhoneg el lec'hioù foran. Unan e Plouared hag an eil e Kemperle ma oa bet divontet pannelloù nevez staliet ha kaset en-dro da Roazhon da sez rannvroel an SNCF. Hervez ar c'holektif ne vez ket doujet ouzh an emglev sinet gant ar rannvro hag ar stad e miz Here paseet. 'benn disadorn e vo klevet unan deus ar stourmerien gant poliserien Teiz-Noaloù. Pelloc'h gant Divi, un ezel deus Ai'ta. Emañ ouzh mikro Yaelle ar Mouel. 'benn disadorn e vo un dolpadenn souten dirak ar c'homiserdi e Teiz adalek 10e45.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio