àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Diouer a dour-tan 'bar stassionoù: cheñchet mod da gas an oto!

Diouer a dour-tan 'bar stassionoù: cheñchet mod da gas an oto!

Stanket 'oa an tachennoù lec'h m'emañ ar beoiloù bras da derc'hel dour-tan 'ban Oriant ha 'stanket an hent nepell eus an dachenn mañ 'ba Brest gant war dro 150 manifestour (CGT, Sud, Solidaires, ha FO) 'zo a-enep d'al lezenn war al labour. Abred beure 'oant en em gavet 'vit harzhañ d'ar c'hirri-samm gant beoiloù dont da gerc'hat dour-tan da gas d'ar stassionnoù essañs. Kilometradoù a otoioù o tont eus ar c'hreisteiz 'oa stanket araok en em gavout 'ba Brest. 'Ban Oriant 'oa savet klouedoù gant pneuioù, plettenoù koad pe c'hoazh poubellennoù. War dro 10 e 30 int bet kaset kuit gant ar boliserien. 'Ba Brest eo da 10 e eo aet kuit ar vanifestourien. Goude merenn 'oa kalzig a girri-samm o vont hag o tont evit pourveziñ ar stassionnoù dour-tan. Mall 'zo war an embregerezhioù transport 'yafe gwelloc'h. Hervez o sindikad 'zo nebeutoc'h nebeutañ a dour-tan gant an embregerezhioù hag aon neunt chom hep kaout peadra da gas ar c'hirri-samm war an hentoù. Peseurt mod 'ra an dud 'neunt gant o oto, daoust hag eñ eo cheñchet o mod da gas o c'hirri-tan war an hentoù? Selaouomp Maelys, Ronan ha Sabrina 'ba Landerne.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio