Korea ar c'hreiseiz pedet e Forum Plouzeniel.
Korea ar C'hreisteiz eo ar vro 'zo bet lakaet war wel da geñver ar saloñs labour douar e Plouzeniel, ar Forum 'vel 'vez graet anezhañ. Tud ar vro 'neunt gellet dizoloiñ produioù "Bro ar mintivezhioù fresk" hag un nebeut gizioù hengounel 'vel ar sonerezh hag an dañs. Ur mod eo 'vit aozerien ar Forum skoulmañ liammoù ekonomikel gant broioù pell ha perak ket gellout gwerzhañ marc'hadourezh dezho ur wech bennak. Selaouomp Bernard Thomin, produer laezh 'ba Plouider. Gant Erwan Blanchard.