Echu gant Veolia 'ba Brest: an dour 'vo meret gant an dilennidi
'Benn an devezh kentañ a viz Ebrel 'vo lorc'het gant an embregerezh ///Eaux du Ponant///. 'Pad 25 bloaz 'oa bet fiziet 'ba Véolia merañ ha gwerzhañ an dour. Eaux du Pinant 'zo un embregerezh kroet gant BMO, Brest Metropole Oceane, asambles gant sindikadoù dour 'zo 'ba Bro Brest, 'vel hini Landerne pe Konk-Leon, da skouer. Muioc'h 'vit 120 den 'vo gopret 'vit lakaat ar stal da vont en-dro ha kas dour da dud 24 kumunn, da laret eo 260 000! Meret 'vo an embregerezh gant dilenndidi ar vro. Giz-se 'vo sklaeroc'h an traoù hervez 'pezh a lar deomp ///Yann-Fañch Kerneis/// 'zo ezel eus Kuzul Merañ Eaux du Ponant ha kuzulier 'ba BMO 'vit Plouzane.
Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard.///