àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

keleier 5:30

keleier 5:30

@@@Un diviz politikel diwar-benn an "Emglev sitoian".@@@ Un "emglev sitoian" 'zo bet savet get kevredigezhioù ha sindikadoù a ziwhenn ar gwirioù sokial ha frankiz an dud. Klask a reont bout klevet get pennoù-bras ar vro en termen-mañ 'zo kani an dilennadegoù. Dimerc'her noz 'ba Kemper 'vo un diviz publik get "Lig ar gwirioù mab-den" a zo ezel an emglev-se. E kenlabour get ar gazetenn "Le Télégramme". Tangi Louarn 'n eus displeget da Anne Gouerou petra eo ar "Pacte" sitoian. Amañ @@@E Bro Wengamp eo diaes-mat ober get an internet.@@@ D'ur c'houlz ma vez kistion da staliañ orjalennoù optikel dre-holl e Breizh, n'eo ket daet an ADSL c'hoazh er c'humunioù bihan. Ha dre se un tamm mat a ziaesterioù evit labourat, e lod tachennoù greanterezh, hag evit an dud en o zi. A-c'houde ur blez emañ ar stroll Vivre à très Haut débit é stourm evit ma vo renket an afer. Yann-Varc'h Thorel eo prezidant ar stroll, muioc'h a zisplegadennoù getañ war-eeun. Get Tugdual Karluer @@@Levroù Ronan Larvor ha Yann Bijer priziet er Bonoù.@@@ Evit an deirvet gwezh eo bet roet ar prizioù lennegel-mañ, kensavet get Kerlenn Sten kidna ha ti-kêr ar Bonoù. Ar priz ///Bernard Moitessier/// vez roet d'ur levr e galleg liammet get ar voyaj, gwir pe faos. Ar blez-mañ emañ aet d'ar skrivagner Ronan Larvor evit ar levr « Bretons des Kerguelen ». Hag ar priz ///Sten Kidna///, a brizia ur levr faltazi e brezhoneg, a zo waet da Yann Bijer evit e romant istorel « Torreben ». Un istoer lakaet ba en-dro emsavadeg ar bonedoù-ruz. Selaouamp doh Yann Bijer, oa laouen disadorn é tegemer ar priz. Doh mikro Yaëlle ar Mouel

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio