àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

AMANDINE BOURGEOIS "Sans amour, mon amour" (2012) 1/5

AMANDINE BOURGEOIS "Sans amour, mon amour" (2012) 1/5

Dipitus-awalh e oa bet albom kentañ ar ganeres yowank a Angoulême Amandine Bourgeois, na boud e oa bet pladenn-aour. Mes e 2012 e ta en-dro ged he eil opus, Sans amour, mon amour, ha gouiet he deus chañch penn d'ar vazh ! He mouezh rust ha kreñv so bet gwisket kran, ged kanennow liwet ged ar musik soul hag ar rock, ar stil noa laket ar maout da voned geti ba'n Nouvelle Star e 2008. Kresket he deus, kemeret he deus an amser d'en em houlenn, da zibab an toniow hag iwe ar re deus labouret geti, èl ar saver-posiow Boris Bergman (hennezh neus skrivet ewid Bashung da skwer) pe hoazh Guizmo (ag ar strollad Tryo). Labouret he deus ba Breizh ged musissianed Thomas Dutronc, enrollet he deus ba Londres er studio Yellow Fish ged kamaraded Amy Winehouse, ha pedet he deus ur haner yowank saos, Murray James ewid an duo "Incognito". Sans amour, mon amour a gonta deomp un istoer a garantez é achu, heb boud trist, ewid gouarniñ spered Aretha Franklyn ba "Respect", un awen a-goñsekañs ewid Amandine Bourgeois. Setu un albom donnoh, ha dàet braw distro ar ganeres getoñ. NOIR DÉSIR "Tostaky (Le continent)" in Tostaky (1992 . Barclay) > Lehienn ofissiel AMADOU ET MARIAM feat. BERTRAND CANTAT "Oh Amadou" in Folila (2012 . Because) > Lehienn ofissiel > Pajenn MySpace LA GRANDE SOPHIE "Ne m'oublie pas" in La place du fantôme (2012 . Polydor) LA GRANDE SOPHIE "Ma radio" in La place du fantôme (2012 . Polydor) > Lehienn ofissiel > Pajenn MySpace LANA DEL REY "Radio" in Born to die (2012 . Interscope) > Lehienn ofissiel AMANDINE BOURGEOIS " in Sans amour, mon amour (2012 . Columbia) > Lehienn ofissiel > Pajenn MySpace
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio