àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar Woodscop e Rosporden, un digarez da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar skopoù.

Ar Woodscop e Rosporden, un digarez da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar skopoù.

E-pad an dibenn-sizhun o tont e vo dalc'het ar Woodscop e Rosporden, un abadenn da vodañ Scopoù ar C'hornog gant ar pal lakaat anezho war-wel asambles gant an ekonomiezh sokial ha kengred. 2680 Scop a zo e Bro C'hall hag ouzhpenn mil goprad hag hanterkant o labourat enno. An holl gevelourien a gemer-perzh en divizoù en un doare kevatal. Deomp da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar Scopoù gant Elfenn Kemener, kevelerez er Scop Roudour, a gelenn brezhoneg d'an dud deuet. Elfenn Kemener, kevelerez er Scop Roudour a responte da Vorgane Bramoullé deus Radio Kerne. Roudour hag ar Scopoù all a vo bodet neuze 'benn an dibenn-sizhun o tont e Rosporden.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio