àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Degouezhet eo ar 5vet redadeg e Mendon.

Degouezhet eo ar 5vet redadeg e Mendon.

Setu degouezhet ar 5vet Redadeg evit ar Brezhoneg. Disadorn e Mendon e oa ur mor a dud da zegemer ar redadeg ha da redek ar c'hilometradoù diwezhañ. Ur lid a-feson ma oa tolpet iwez skipailhad bagad Ronsed Mor da aoziñ o fest blez. 1730 kilometrad a zo bet gwerzhet en oll, muioc'h evit ar 1700 lakaet en gwerzh e penn ketañ. Setu neuze 173 000 euro ba godell ar redadeg hag a yay da argantiñ 8 raktres da lakaat d'an dud d'ober get ar brezhoneg àr ar pemdez. Miliadoù a dud a zo bet gwelet é redek àr hentoù ar vro neuze a-hed ar sihuniad tremenet. Jerald ar Gov, kenbrezidant ar redadeg a zo bet é ober àr-dro d'ar surentez ar sihun-pad. Selaouamp doc'htoñ. Liammiñ ar yezh ha bed ar sonerion e Breizh. Setu pal ar redadeg ar blez-mañ en ur aoziñ an degouezh àr un dro get Trofe Ronsed Mor hag en ur goulenn get Konogan an Habask ha Youn Chapalaiñ skriviñ an destenn oa bet lakaet er vazh-test. Konogan an Habask a lara deomp pelloc'h.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio