àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An Taol-lañs

An Taol-lañs

'Benn an daou a viz Even 'vo dalc'het an taol-lañs e Speied. Ar c'hwec'hvet gwezh eo bezañ deus ar c'honkour muzik-mañ, an eil bloavezh e Speied, dalc'het gant bagad Karaez, ar strollad gouren, hag ar c'helc'h keltiek. Digarez eo d'ar strolladoù yaouank a ra gant ar brezhoneg d'en em reiñ da anavezout. Un eizh strollad bennaket 'vez bep bloaz, an hini ac'h ay ar maout gantañ 'no tro da soniñ war leurenn ar waremm en erer kozh, er rouedoù glas e Konk Kerne hag e taol-kurun e Kemperle. Ouzhpenn se 'vo sikouret da enrollañ ur bladennig. Maodez Huon eo prezidant an taol-lañs, muioc'h a displegadennoù gantañ deus mikro tk.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio