Ur priz da vugale skol Sant Guigner a Bleuigner.
Pal ar genstrivadeg « on va en faire toute une histoire » savet get ar stalioù Leclerc a oa skrivañ fin un istoer savet ar blez-mañ get Isabelle Autissier. 5000 krouedur e Breizh a-bezh deus kemeret perzh er c'honkour skritur-mañ ha kaset eo bet 120 testenn en oll. Ha bet eo ar priz ketañ doc'h ma sell ar c'helc'hiad 2 d'ar re CP ha CE1 a skol Sant Julien er Sorn ha doc'h ma sell ar c'hec'hiad tri d'ar re CE2, CM1 ha CM2 a skol sant Guigner e Pleuigner neuze. Digwener e oa savet un enderviad e Pondi, d'ar vugale da resev ar priz ha da zonet d'un arvest savet evite. Selaouamp doc'h Bastien ha Melvin, ha doc'h Paskale Recourd, ar vestrez-skol.